Mazhev 18:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ouzh e c’houzoug ur maen milin hag e vefe taolet e donder ar mor. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes piou‐benag a roio gwall‐exempl da unan euz ar re vihan‐ze hag a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet e gweled ar mor. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha guél vehé d’en hani e hrehé en arben‐a‐lam doh unan hemb quin ag er vugalégueu‐zé e grede én‐on, ma vehé staguet ur mein milin doh é houg, ha ma vehé taulet é sôl er môr. |
Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Kaset en deus ac'hanon gant gloar etrezek ar broadoù o deus ho laeret, rak an hini a stok ouzhoc'h a stok ouzh mab e lagad.
Met, evit na roimp ket ur wallskouer dezho, kae d’ar mor, taol an higenn, tenn ar c’hentañ pesk a zeuio, digor e c’henoù hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.
Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.
Evel-se n’eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.
Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug ha e vefe taolet er mor.
Eñ a respontas: Piv out, Aotrou? An Aotrou a lavaras: Me eo Jezuz a heskinez. Kalet e vo dit herzel a-enep ar broudoù.
Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c’hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ.