Zakaria 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Kaset en deus ac'hanon gant gloar etrezek ar broadoù o deus ho laeret, rak an hini a stok ouzhoc'h a stok ouzh mab e lagad.
Doue a lavaras dezhañ en un huñvre: Gouzout a ran ec'h eus graet kement-se en eeunded da galon, setu perak em eus da harzet da bec'hiñ a-enep din. Setu perak n'em eus ket da lezet da stekiñ outi.
An AOTROU a gasas a-enep dezhañ soudarded eus Kaldea, soudarded eus Siria, soudarded eus Moab, ha soudarded eus Ammon. O c'has a reas a-enep Juda evit e zistrujañ, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU dre e servijerien.ar brofeded.
Evel-henn e komz an AOTROU a-enep va holl amezeien fall a zorn war an hêrezh am eus roet da'm fobl Israel: Setu ez an d'o diframmañ eus o bro, hag e tiframmin ti Juda eus o c'hreiz.
An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir eo en em roet ar Filistined d'ar veñjañs, oc'h en em veñjiñ faeüs en o ene, betek distrujañ holl dre gasoni peurbadus,
da deurel a rin d'an traoñ gant ar re a ziskenn er poull, gant ar bobl a-wechall, hag e lakain ac'hanout e lec'hioù izelañ an douar, e lec'hioù glac'haret pell 'zo gant ar re a ziskenn er poull, evit na vi ken tudet. Mirout a rin ar gloar evit douar ar re vev.
Dre ma ec'h eus bet ur gasoni beurbadus, ha ma ec'h eus roet mibien Israel da c'halloud ar c'hleze da zeiz o glac'har, da vare ma oa deuet o direizhder da benn,
Liesaat a rin warnoc'h an dud hag al loened, a gresko hag a frouezho. Me a raio deoc'h bezañ o chom evel gwechall, hag e rin deoc'h muioc'h a vad eget en deroù, hag e ouiot ez on me an AOTROU.
Lavarout a ri: Me a bigno a-enep ar vro hep mogerioù, kouezhañ a rin war dud sioul, e surentez en o chomlec'hioù, o vezañ o chom holl hep mogerioù, hep prennoù hag hep dorojoù,
Setu perak, mab an den, e profedi hag e lavari da C'hog: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D'an deiz-se, pa vo Israel va fobl o chom e surentez, ha ne ouezi ket?
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.
Touzañ a raint bro Asiria gant ar c'hleze, ha bro Nimrod en e zorojoù. Dieubiñ a raio ac'hanomp eus an Asiriad, pa zeuio en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hon harzoù.
Va enebourez en gwelo, hag ar vezh he goloio, hi hag a lavare din: Pelec'h emañ an AOTROU da Zoue? Va daoulagad a welo anezhi, pa vo mac'het evel fank ar straedoù.
Rak an taerder a-enep al Liban a adkouezho warnout, hag ivez distruj al loened spontet, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.
Dre ma ec'h eus preizhet kalz a vroadoù, nemorant ar pobloù a breizho ivez ac'hanout, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.
Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.
Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.
E gavet en deus en ur vro distro, en ul lec'h digenvez ha dilezet d'ar yudadegoù. E c'hronnet en deus, eveshaet en deus outañ, diwallet en deus anezhañ evel e ibil-lagad,