An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.
Ar pobloù a gemero anezho, hag o degaso en-dro d'o bro. Ti Israel o ferc'henno war douar an AOTROU evel servijerien hag evel servijerezed. Kas a raint en dalc'herezh ar re o doa o dalc'het, hag e vestroniint war ar re o doa o gwasket.
Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.
Eno eo en em ziskouez an AOTROU en e veurded evidomp, bez' eo evel stêrioù, stêrioù-meur ledan, e-lec'h ne yelo ket ar bigi dre roeñvoù, e-lec'h ne dremeno ket al listri bras.
Da gerdin a zo distardet, ne c'hellont ket ken bezañ dalc'het gant ar wern, nag astenn al lien. Neuze e vo lodennet madoù ur breizhadeg vras, ar re gamm zoken a gemero o lodenn er skrapadeg.
War holl dachennad Menez Sion, ha war e vodadegoù, e krouo an AOTROU ur goabrenn hag ur vogedenn e-pad an deiz, ha sked un tan flammus e-pad an noz, rak ar c'hloar a warezo an holl.
Tostait ouzhin ha selaouit kement-mañ: Abaoe ar penn-kentañ ne'm eus ket komzet e kuzh, abaoe m'eo c'hoarvezet an dra edon eno. Ha bremañ an Aotrou AOTROU hag e Spered a gas ac'hanon.
Ne vo ken klevet komz eus feulster ez pro, nag eus gwastoù nag eus distruj e-barzh da harzoù, met envel a ri da vogerioù: Silvidigezh, ha da zorojoù: Meuleudi.
An heol ne vo ken da sklêrijenn e-pad an deiz, gouloù al loar ne sklêrijenno ket ac'hanout, met an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha da Zoue a vo da c'hloar.
An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.
Setu mouezh merc'h va fobl, o krial eus ur vro bell: Ha n'emañ ken an AOTROU e Sion? Ha n'emañ ken he roue en he c'hreiz? Perak o deus va imoret gant o skeudennoù kizellet, gant mogidelloù an diavaezidi?
Ne vo ket degaset koad eus ar parkeier, ne vo ket troc'het koadegoù, rak e raint tan gant an armoù-se. Diwiskañ a raint ar re o doa o diwisket, hag e preizhint ar re o doa o freizhet, eme an Aotrou AOTROU.
Rak an taerder a-enep al Liban a adkouezho warnout, hag ivez distruj al loened spontet, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.
Dre ma ec'h eus preizhet kalz a vroadoù, nemorant ar pobloù a breizho ivez ac'hanout, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.
Setu perak, me a zo bev! eme AOTROU an armeoù, Doue Israel, Moab a vo evel Sodom ha mibien Ammon evel Gomora, ul lec'h goloet a linad, ur vengleuz holen, ur glac'har da viken. Nemorant va fobl o freizhataio, ha nemorant va broad o ferc'henno.
Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Kaset en deus ac'hanon gant gloar etrezek ar broadoù o deus ho laeret, rak an hini a stok ouzhoc'h a stok ouzh mab e lagad.
Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoù. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.
AOTROU an armeoù a vo o diwaller, lonkañ ha mac'hañ a raint ar vein-batalm. Hag evañ a raint oc'h ober trouz evel everien-win, leun e vint evel listri-aberzh, evel kerniel an aoter.
Me am eus lavaret deoc’h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m’ho po soñj em eus o lavaret deoc’h. Ne’m eus ket lavaret anezho deoc’h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc’h.