Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 17:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Met, evit na roimp ket ur wallskouer dezho, kae d’ar mor, taol an higenn, tenn ar c’hentañ pesk a zeuio, digor e c’henoù hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant); kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 17:27
27 Referencias Cruzadas  

Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.


Evañ a ri eus ar froud, hag em eus roet urzh d'ar brini da vagañ ac'hanout eno.


an deñved hag an ejened holl asambles, ha zoken anevaled ar parkeier,


Met me a ginnigo dit aberzhoù gant ur ganaouenn a drugarekadennoù; seveniñ a rin ar gouestloù am eus graet, ar silvidigezh a zo d'an AOTROU.


Eñ a lavaras dezhañ: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhañ: Ar vugale eta a zo diskarg diouto.


Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ouzh e c’houzoug ur maen milin hag e vefe taolet e donder ar mor.


Ma laka ac’hanout da zorn pe da droad da gouezhañ, troc’h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc’h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou zorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus.


Ma laka ac’hanout da lagad dehou da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc’h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.


Ha ma laka ac’hanout da zorn dehou da gouezhañ, troc’h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc’h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.


Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug ha e vefe taolet er mor.


Ma laka ac’hanout da zorn da gouezhañ, troc’h anezhañ. Gwelloc’h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,


Gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ.


Met Jezuz, oc’h anavezout ennañ e-unan e c’hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se?


Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c’hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ.


Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.


Lakait evezh koulskoude na zeufe ar frankiz hoc’h eus da vezañ ur maen-kouezh evit ar re zinerzh.


Ne roomp abeg ebet da gouezhañ, e netra, evit na vo ket tamallet ar ministrerezh,


Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.


En em virit diouzh pep doare a zroug.


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos