Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.
Mazhev 18:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha piv bennak a zegemer em anv ur bugel bihan evel hemañ a zegemer ac’hanon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha piou‐benag a receo eur bugel evel he‐man em hano, a receo ac’hanoun. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag en nemb e ziguemér ém hanhue ur hroaiduricg él hennen, em diguemér mé memb. |
Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.
Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ouzh e c’houzoug ur maen milin hag e vefe taolet e donder ar mor.
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.
Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.
Rak an neb a c’houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac’hanon, ha piv bennak a zegemer ac’hanon, n’eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c’haset.
Ha piv bennak a roio deoc’h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma’z oc’h da Grist, me a lavar deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.
hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.
ha n’hoc’h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d’ar poanioù-se em c’hig, met va degemeret hoc’h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist.