Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Ha piv bennak a roio deoc’h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma’z oc’h da Grist, me a lavar deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Ha piou‐benag a roio deoc’h da eva eur verennad dour em hano, abalamour ma’z oc’h d’ar C’hrist, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans;

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:41
11 Referencias Cruzadas  

Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma’z eo va diskibl, en lavaran deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c’houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.


Met mar d-eo da vreur glac’haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ.


Met n’emaoc’h ket er c’hig met er spered, gant ma chom Spered Doue ennoc’h. Ma ez eus unan bennak ha n’en deus ket Spered Krist, hennezh n’eo ket dezhañ.


met pep hini en e renk e-unan. Krist a zo ar frouezh kentañ, ha goude ar re a zo da Grist d’e zonedigezh.


an holl draoù a zo deoc’h, ha c’hwi a zo da Grist, ha Krist a zo da Zoue.


Sellout a rit ouzh an diavaez. Mar d-eus unan bennak hag a gred ennañ e-unan ez eo da Grist, ra gredo eta ivez ennañ e-unan penaos, evel ma’z eo-eñ da Grist, ni ivez a zo da Grist.


Ha mar d-oc’h da Grist, ez oc’h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos