Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Ha piou‐benag a roio deoc’h da eva eur verennad dour em hano, abalamour ma’z oc’h d’ar C’hrist, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Ha piv bennak a roio deoc’h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma’z oc’h da Grist, me a lavar deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:41
11 Referencias Cruzadas  

Ha piou‐benag hen devezo roet da eva eur verennad dour iên hep‐ken da unan euz ar re vihan‐man, abalamour ma’z eo diskibl d’in, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans.


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, dre ma hoc’h euz great kement‐se da unan euz ar re vihana‐man euz va breudeur, hoc’h euz hen great d’in‐me va‐unan.


Hogen, pa edo he‐unan, ar re a oa en dro dezhan gant an Daouzec, a c’houlennaz diganthan divarben ar barabolen‐ze.


Mes ma vez da vreur glac’haret ganez abalamour da eur boued‐benag, n’en em gomportez mui hervez ar garantez. Ne laka ket da vond da goll, dre da voued, an hini evit pehini eo marvet ar C’hrist.


Evidoc’h‐choui, n’ez oc’h ket er c’hig, mes er Spered, gant ma vezo Spered Doue o choum enoc’h. Hogen, mar d’euz unan‐benag ha n’hen deuz ket Spered ar C’hrist, hennes n’eo ket dezhan.


mes pep hini en he renk he‐unan; ar C’hrist eo ar c’henta‐frouez, goude‐ze ar re a zo d’ar C’hrist, en he zonedigez.


Ha sellet a rit‐hu ouz an traou hervez an apparans? Mar d’euz unan‐benag hag a gred enhan he‐unan ez eo d’ar C’hrist, ra gredo eta ive penaos, evel ma’z eo hen he‐unan d’ar C’hrist, ni ive a zo dezhan.


Ha mar d’oc’h d’ar C’hrist, neuze ez oc’h lignez Abraham, hag an heritourien hervez ar bromessa.


Hogen, ar re a zo d’ar C’hrist ho deuz crucifiet ar c’hig gant he wall‐viçou hag he wallioulou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos