Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 mes piou‐benag a roio gwall exempl da unan euz ar re vihan‐ze pere a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet er mor.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug ha e vefe taolet er mor.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:42
19 Referencias Cruzadas  

Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant); kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.


Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.


Mes piou‐benag a roio gwall‐exempl da unan euz ar re vihan‐ze hag a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet e gweled ar mor.


Hag o veza kwezet d’an douar, e klevaz eur vouez hag a lavare dezhan: Saul, Saul, perag e persecutez‐te ac’hanoun?


N’en em varnomp mui eta an eil egile; mes barnit kentoc’h ne dleer rei nag occasion da bec’hi, na scandal e‐bed d’hor breur.


hervez ma’z eo scrivet: Ar re da bere ne oa ket bet annonset her gwelo, hag ar re n’ho doa ket klevet komz anezhan, a glevo.


Koulskoude, ho pedan, breudeur, da ziwall ouz ar re a laka da zevel divisionou ha scandal a‐enep an doctrin hoc’h euz desket, ha da bellaad diouthe.


Ne roomp scandal e‐bed, en nep doare, evit na vezo tamal e‐bed var hor c’harg.


evit ma c’hellot, e pep tra, anaoud petra eo ar gwella, evit ma veot pur ha direbech evit dervez ar C’hrist,


Me a fell d’in eta e teufe ar re yaouank da zimezi, da gaoud bugale, da c’houarn ho zi, ha ne rofent d’an enebour leac’h e‐bed da zroug‐komz.


Ha kalz a heullio ho c’helennadurezou a gollidigez, ha blasphemet e vezo an hent euz ar wirionez abalamour dezhe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos