Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:43 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 Mar gra da zorn d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan; gwell eo d’id antren monz er vuez, eget kaout da zaou zorn, ha mond en ifern, en tan ha na varvo biken,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Ma laka ac’hanout da zorn da gouezhañ, troc’h anezhañ. Gwelloc’h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:43
23 Referencias Cruzadas  

Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant); kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.


Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a‐gleiz: Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez;


He groe a zo ganthan en he zorn, hag e netaio ervad he leur, hag e tastumo he winiz er c’hreuniel; mes lakaad a rai ar pell da zevi en eun tan ha na varvo ket.


Hogen me a lavar deoc’h penaos piou‐benag en em laka en coler ouz he vreur, hep caoz, a vezo punissabl dre an tribunal; ha piou‐benag a lavaro d’he vreur: Raka (den neant), a vezo punissabl dre ar c’honseil; hag an hini a lavaro dezhan: Diot, a vezo punissabl dre dân an ifern.


e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket.


Mes, pa ri eur fest, ped ar beorien, ar re vac’haniet, ar re gam hag ar re dall;


Hag ar servicher, o veza distro, a ziscleriaz kement‐se d’he vestr. Neuze ar pen‐tiegez, droug enhan, a lavaraz d’he zervicher: Kea buhan ac’halese var ar plasennou ha dre ruiou kear, ha digas aman ar beorien, an dud afflijet, ar re gam, hag ar re dall.


He groe a zo ganthan en he zorn, netaad a rai mad he leur, hag e tastumo ar gwiniz en he c’hreuniel; mes ar pell a lako da zevi en eun tan ha ne vougo biken.


Rag, mar bevit hervez ar c’hig, e varvfot; mes mar lakit, dre ar Spered, oberou ar c’horf da vervel, c’houi a vevo.


ha criz oun e‐kenver va c’horf va‐unan, hag e lakan anezhan da blega d’in, gant aoun goude beza prezeget d’ar re all, na ven me va‐unan taolet kuit.


Hogen, ar re a zo d’ar C’hrist ho deuz crucifiet ar c’hig gant he wall‐viçou hag he wallioulou.


Lakit eta da vervel en hoc’h izili kement a zo euz an douar, al lubricite, an impurete, ar gwall‐ioulou, an deziriou fall, hag an avaristed, pehini a zo eun idolatriach;


ha diski a ra deomp e tleomp dilezel an impiete ha dezirou ar bed, ha beva, er vuez‐man, en demperans er justis, hag er biete;


Evel‐se eta, pa’z eo gwir ez euz en‐dro deomp eun niver ker braz a destou, o teuler kuit diouzomp pep beac’h hag ar pec’hed a zeu ken eazet d’ hon luya, kendalc’homp da redec ar redadec a zo digor dirazomp;


Goude beza eta dilezet pep fallentez, pep tromplezon peb hipocrizi, peb anvi ha pep drouk‐prezegerez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos