Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 4:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 ha n’hoc’h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d’ar poanioù-se em c’hig, met va degemeret hoc’h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 ha n’hoch euz ket va disprizet, na va zaolet diouzoc’h, abalamour ma’z oun amprouvet evel‐se em c’hig; mes digemeret oc’h euz ac’hanoun evel eun eal a‐berz Doue, evel Jesus‐Christ he‐unan.

Ver Capítulo Copiar




Galated 4:14
23 Referencias Cruzadas  

Ha da servijerez he deus lavaret: Ra roio komz ar roue va aotrou diskuizh deomp; rak ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue evit anavezout ar mad hag ar fall. Ra vo an AOTROU da Zoue ganit!


Ha droukkomzet en deus eus da servijer dirak ar roue va aotrou. Met ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue. Gra ar pezh a gavi mat.


Dispriz d'ar gwalleur! evel-se emañ soñj ar re eürus. An dispriz a zo lakaet a-du evit ar re a vrañsell o zroad.


Me a zo bihan ha disprizet, met n'ankounac'haan ket da gemennadurioù.


Neuze em eus lavaret: Furnez a zo gwelloc'h eget nerzh, ha koulskoude disprizet eo furnez ar paour, hag e gomzoù n'int ket selaouet.


En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhañ en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo.


Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.


An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c’haset.


Ha piv bennak a zegemer em anv ur bugel bihan evel hemañ a zegemer ac’hanon.


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.


ha Doue en deus dibabet an traoù displed eus ar bed, ar muiañ disprizet hag ar re n’emaint ket, evit kas da netra ar re a zo,


Ni a zo foll abalamour da Grist, met c’hwi a zo fur e Krist. Ni a zo dinerzh, met c’hwi a zo kreñv. C’hwi a zo en enor, met ni a zo disprizet.


Kannaded evit Krist emaomp eta, evel ma vefe Doue oc’h aspediñ drezomp. Ho pediñ a reomp start en anv Krist, bezit adunvanet gant Doue!


Rak holl oc’h mibien da Zoue dre ar feiz e Jezuz-Krist,


N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.


Gouzout a rit penaos em eus prezeget deoc’h diaraok an Aviel e poanioù ar c’hig,


Petra eta a rae neuze hoc’h eürusted? Rak reiñ a ran ouzhoc’h an testeni-mañ, penaos ma vije bet posupl, ho pije tennet ho taoulagad evit o reiñ din.


Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.


An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.


N’ankounac’hait ket an herberc’h, rak drezañ o deus hiniennoù roet degemer da aeled hep henn gouzout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos