Mazhev 17:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan: Perag eta e lavar ar Scribed e tle Elias dond da genta? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag é zisciplèd e laras tehou: Perac enta e lare er Scribed penaus Eli e zéli donnet araug? |
Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.
Hag e c’houlennjont outañ o lavarout: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?
Hag e c’houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez’ out Elia? Eñ a lavaras: N’on ket. Bez’ out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
Goulenn a rejont digantañ: Perak e vadezez, ma n’out nag ar C’hrist, nag Elia, nag ar profed?