Sellout a ris em gweledigezhioù noz, ha setu ma teue gant goabrennoù an neñvoù unan bennak heñvel ouzh Mab an den, a yeas da gavout Henaour an deizioù, hag e voe tostaet outañ.
Mazhev 16:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c’houlennatas e ziskibien hag a lavaras: Piv a lavar an dud on-me, Mab an den? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen Jesus, o veza deuet en douarou Cezare‐Philip, a c’houlennaz digant he ziskibien, o lavaret: Piou a lavar an dud ez oun‐me, me, Mab an den? Hag int a lavaraz: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Jesus e zas trema Cesare a Philipp, hag e aterças é zisciplèd, én ul laret: Petra e larér a Vab en Dén? |
Sellout a ris em gweledigezhioù noz, ha setu ma teue gant goabrennoù an neñvoù unan bennak heñvel ouzh Mab an den, a yeas da gavout Henaour an deizioù, hag e voe tostaet outañ.
Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c’hantved-mañ nag er c’hantved da zont.
Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
Pa zeuio Mab an den en e c’hloar, gant an holl aeled santel, ec’h azezo war dron e c’hloar.
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec’hedoù, e lavaras d’an den seizet: Sav, kemer da wele ha kae da’z ti.
Rak Mab an den n’eo ket deuet da vezañ servijet, met da servijañ hag da reiñ e vuhez evel daspren evit kalz.
Rak piv bennak en devo bet mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec’her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
Hag e lavaras dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-vremañ e welot an neñv digor hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.
Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
Hag evel ma savas Moizez an naer el lec’h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.