Mazhev 15:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac’hanon gant o muzelloù, met o c’halon a zo pell diouzhin. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar bobl‐man a dosta ouzin gant ho genou, hag a henor ac’hanoun gant ho muzelou; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Er bobl‐zé e dostas doh‐t’eign guet hou guéneu, mæs hou halon e zou pell doh‐eign. |
Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,
O flantet ec'h eus hag o deus gwriziennet, mont a reont war-raok hag e reont frouezh. Tost out d'o genoù met pell diouzh o c'halon.
Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.
Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, hervez ar pezh a zo skrivet: Ar bobl-mañ a enor ac’hanon gant o muzelloù, met o c’halon a zo pell diouzhin.
Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.
evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.
Breudeur, diwallit n’en defe unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d’an Doue bev.
Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c’homzoù tromplus,