Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec’h galvet Getsemane, hag e lavaras d’an diskibien: Azezit amañ e-pad ma’z in da bediñ ahont.
Mazhev 14:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned P’en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha goude m’hen doe kasset ar bobl, hen a bignaz he‐unan var ar menez evit pedi; hag an noz o veza deuet, e oa eno he‐unan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha goude bout casset quit en dud, Jesus e yas é hunan arh ur manné aveit pedein. Deit‐oé en noz, ha Jesus e oé attàü é hunan arh er manné. |
Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec’h galvet Getsemane, hag e lavaras d’an diskibien: Azezit amañ e-pad ma’z in da bediñ ahont.
Met pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Da veure, evel ma oa c’hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec’h a-du. Hag e pedas eno.
Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet. Hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras
Evel ma pede e-unan ha ma oa an diskibien gantañ, en em lakaas da c’houlennata anezho o lavarout: Piv a lavar an dud ez on?
War-dro eizh devezh goude ar c’homzoù-se, e kemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag e pignas war ar menez evit pediñ.