Adlakaat a reas harzoù Israel, adalek mont tre Hamad betek mor ar blaenenn, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU Doue Israel dre e servijer Jonaz mab Amitai, ar profed a oa eus Gad-Hefer,
Mazhev 12:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag evel ma oe Jonas tri devez ha teir nosvez e kov ar pesk braz, evel‐se e vezo Mab an den tri devez ha teir nosvez e calon an douar. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac él me oé Jonas tri zeuérh ha tair nozeoh ér gorv er pésq bras, él‐cé e vou Mab en Dén tri zeuérh ha tair nozeoh é calon en douar. |
Adlakaat a reas harzoù Israel, adalek mont tre Hamad betek mor ar blaenenn, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU Doue Israel dre e servijer Jonaz mab Amitai, ar profed a oa eus Gad-Hefer,
Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
e lakaat a raint d’ar marv, ha d’an trede deiz ec’h adsavo a varv. Bez’ e voent gwall c’hlac’haret.
hag o lavarout: Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar d-out Mab Doue, diskenn eus ar groaz!
N’emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m’en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet an Aotrou,
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh.