Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 28:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 N’emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m’en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet an Aotrou,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 N’ema ket aman, rag resussited eo, hervez m’hen doa lavaret. Deuit, ha gwelit al leac’h e pehini e oa gourvezet an Aotrou; hag it buhan da lavaret d’he ziskibien penaos eo resussitet a‐douez ar re varo; ha setu,

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

6 N’en dé quet mui amen, rac sàüet e a varhue de vihue, el m’en doé laret; deid de huélet el léh ma oé bet laqueit hun Eutru.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 28:6
17 Referencias Cruzadas  

Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.


Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.


e lakaat a raint d’ar marv, ha d’an trede deiz ec’h adsavo a varv. Bez’ e voent gwall c’hlac’haret.


Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc’hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar weledigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.


hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.


hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.


Eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet, c’hwi a glask Jezuz a Nazared a zo bet staget ouzh ar groaz. Adsavet eo a varv, n’emañ ket amañ, setu al lec’h m’o doa lakaet anezhañ.


Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude.


Hogen Pêr a savas hag a redas d’ar bez. O vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar. Mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c’hoarvezet.


n’o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho hag o deus lavaret ez eo bev.


Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.


Dre gement-mañ eo e kar va Zad ac’hanon, o vezañ ma lezan va buhez evit hec’h adkemer.


Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh.


Doue en deus e adsavet a varv, o vezañ torret ereoù ar marv, dre ma ne oa ket posupl e vije dalc’het gantañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos