La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 11:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

P’en doe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d’e zaouzek diskibl, ez eas ac’hane da gelenn ha da brezeg en o c’hêrioù.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Pa hen doe Jesus echuet da rei ar gourc’hemenou‐man d’he zaouzec diskibl, ez eaz ac’hane da gelen ha da brezeg en ho c’heariou.

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Ha p’en doé reit Jesus é hourhemenneu d’en deuzec disciplèd, ean e yas guit ag er léh‐cé de zisquein en dud, ha de predêgue én ou hærieu.

Ver Capítulo



Mazhev 11:1
19 Referencias Cruzadas  

hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.


P’en doe Jezuz peurlavaret ar c’homzoù-mañ, ar bobl a voe souezhet gant e gelennadurezh,


Jezuz a yae tro-war-dro er c’hêrioù hag er bourc’hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac’haat pep kleñved ha pep mac’hagn e-touez ar bobl.


O vezañ aet, e prezegjont d’an dud kaout keuz.


Met int a zalc’he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ.


Goude-se, Jezuz a yeas eus eil kêr hag eus eil bourc’h d’egile, o prezeg hag o kemenn keloù mat rouantelezh Doue. An daouzek a oa gantañ,


Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.


C’hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c’hourc’hemennan deoc’h.


betek an deiz ma voe savet en neñv, goude bezañ roet e urzhioù, dre ar Spered-Santel, d’an ebestel en doa dibabet.


penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.


Gourc’hemennet en deus deomp prezeg d’ar bobl ha testeniañ penaos eñ eo an hini a zo bet lakaet gant Doue da varner d’ar re vev ha d’ar re varv.


Rak gouzout a rit peseurt gourc’hemennoù hon eus roet deoc’h a-berzh an Aotrou Jezuz.


Evel-se pa edomp ganeoc’h, lavaret hon eus deoc’h sklaer penaos piv bennak na fell ket dezhañ labourat na dle ket debriñ kennebeut.


Breudeur, gourc’hemenn a reomp deoc’h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc’h eus bet diganeomp.


da virout ar gourc’hemenn disaotr ha divlam, betek donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist,