rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.
Mazhev 10:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c’haset. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An neb a receo ac’hanoc’h, a receo ac’hanoun; hag an neb am receo, a receo an hini hen deuz va digasset. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En hani hou téguemèr, em déguemèr; en hani em déguemèr e zéguemèr en hani en dès men digasset. |
rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.
Met en deiz-se e tieubin ac'hanout, eme an AOTROU, ha ne vi ket lakaet etre daouarn an dud ac'h eus aon razo.
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.
Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.
Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac’hanon, ha piv bennak a zegemer ac’hanon, n’eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c’haset.
An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.
hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.
Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.
evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.
Kannaded evit Krist emaomp eta, evel ma vefe Doue oc’h aspediñ drezomp. Ho pediñ a reomp start en anv Krist, bezit adunvanet gant Doue!
ha n’hoc’h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d’ar poanioù-se em c’hig, met va degemeret hoc’h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist.
An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.
Piv bennak a dremen dreist ha ne chom ket e kelennadurezh Krist n’en deus ket Doue. An hini a chom e kelennadurezh Krist en deus an Tad hag ar Mab.