Ar roue Jojakim, gant e holl c'halloudeien hag e holl briñsed, a glevas e gomzoù, hag ar roue a fellas dezhañ e lazhañ. Met Uri, o vezañ klevet-se, en doe aon hag a dec'has hag a yeas d'an Ejipt.
Mazhev 10:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec’hit d’unan all. Lavarout a ran deoc’h e gwirionez, n’ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, pa bersecutint ac’hanoc’h en eur gear, tec’hit da eun all; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, n’ho pezo ket echuet mond dre holl geariou Israel, na vezo deuet Mab an den. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs pe goal‐cassein e reint an‐oh én ur gær, en hum dennet d’un arall; rac é guirioné e laran d’oh: N’hou pou quet bâléet dré gærieu Israël, quênt ne vou deid Mab en Dén. |
Ar roue Jojakim, gant e holl c'halloudeien hag e holl briñsed, a glevas e gomzoù, hag ar roue a fellas dezhañ e lazhañ. Met Uri, o vezañ klevet-se, en doe aon hag a dec'has hag a yeas d'an Ejipt.
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec’h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d’ar marv.
Dre-se, setu, e kasan deoc’h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d’eben,
Rak, evel ma teu al luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.
Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo peurc’hraet an holl draoù-se.
Met mar d-eo drouk ar mevel-se ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro,
Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
Me a lavar deoc’h e veñjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?
Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras.
Goude-se, Jezuz a valeas dre C’halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
Raktal ar vreudeur a lakaas en noz Paol ha Silaz da vont kuit da v-Beroia. O vezañ erruet eno, ez ejont e sinagogenn ar Yuzevien.
Kerkent ar vreudeur a gasas kuit Paol, evit ober van da vont war-zu ar mor. Silaz ha Timote a chomas eno.
Goude ma oa an drubuilh sioulaet, Paol a gasas da gerc’hat an diskibien hag, o vezañ kimiadet diouto, ez eas kuit evit mont da Vakedonia.
Saol a roas e asant d’ar marv-se. Bez’ e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria.