An naer a oa an ijinusañ eus holl anevaled ar parkeier en doa graet an AOTROU Doue. Lavarout a reas d'ar wreg: Petra! Ha lavaret en deus Doue: C'hwi ne zebrot ket eus pep gwezenn a zo el liorzh?
Mazhev 10:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu, e kassan ac’hanoc’h evel denved e‐kreiz ar bleizi; bezit eta prudant evel an aered, ha dizroug evel koulmed. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 M’hou casse él devèd é creis er bleidi; revehet enta fur él aëron, ha disdroug él clomèd. |
An naer a oa an ijinusañ eus holl anevaled ar parkeier en doa graet an AOTROU Doue. Lavarout a reas d'ar wreg: Petra! Ha lavaret en deus Doue: C'hwi ne zebrot ket eus pep gwezenn a zo el liorzh?
An AOTROU Doue a lavaras d'ar wreg: Perak ec'h eus graet kement-se? Ar wreg a respontas: An naer he deus touellet ac'hanon ha debret em eus diouti.
Lakaat a ris eta ouzh an traoñ a-dreñv ar voger, hag e lec'hioù dizolo, ar bobl dre diegezhioù, gant klezeier, goafioù ha gwaregoù.
Met Gedalia mab Ahikam a lavaras da Johanan mab Kareak: Na ra ket-se, rak ar pezh a lavarez diwar-benn Ismael a zo ur gaou.
Efraim a zo evel ur goulm sot ha diskiant: gervel a reont an Ejipt, mont a reont da gavout Asiria.
Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?
Met ar re fur a respontas: Gant aon n’hor befe ket a-walc’h evidomp hag evidoc’h, it kentoc’h da gavout ar re a werzh ha prenit evidoc’h.
rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.
Gouzout a ran penaos, goude ma vin aet kuit, ez aio en ho touez bleizi kriz ha n’espernint ket an tropell,
Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.
Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.
Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.
Kemeret hon eus ar preder-se evit na c’hello den rebech ac’hanomp e-keñver mererezh an aluzenoù fonnus-se,
evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,
Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,
Testoù oc’h ha Doue ivez, pegen santel, pegen reizh ha pegen didamall ez omp en em renet en ho keñver-c’hwi ar re a gred.