David a gasas da c'houlenn piv e oa ar vaouez-se, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Bat-Sheba merc'h Eliam, gwreg Uri an Hitit?
Mazhev 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jese a voe tad d’ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar roue David hen doe Salomon, euz an hini a oa bet greg da Uri. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha Jessé e oé tad David hag e oé bet roué; er roué David e oé tad Salomon dré er voés e oé bet prièd Uri. |
David a gasas da c'houlenn piv e oa ar vaouez-se, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Bat-Sheba merc'h Eliam, gwreg Uri an Hitit?
Setu amañ komzoù diwezhañ David. David mab Jese, an hini a zo bet savet uhel, an hini a zo bet olevad Doue Jakob, ar c'haner karet eus Israel, a lavaras:
dre m'en doa graet David ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, hag e-pad e holl vuhez ne zistroas ket eus kement en doa gourc'hemennet, nemet en afer Uri an Hitit.
Setu amañ anvioù ar re a voe ganet dezhañ e Jeruzalem: Shammua, Shobab, Natan, Salomon,
Hag a-douez va holl vibien, rak an AOTROU en deus roet din kalz mibien, dibabet en deus va mab Salomon, evit e lakaat da azezañ war dron rouantelezh an AOTROU war Israel.
Setu amañ a re a voe ganet dezhañ e Jeruzalem: Shimea, Shobab, Natan, Salomon, o fevar eus Bath-Shua merc'h Amiel,
Salmon, eus Rahab, a voe tad da Voaz. Boaz, eus Rud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.
Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,
An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.
Hogen bez' e oa David, mab un Efratiad eus Betlehem Juda anvet Jese, hag en doa eizh mab. An den-se, en amzer Saül, a oa kozh, war an oad e-touez an dud.
Saül a lavaras: Den yaouank, da biv out mab? David a respontas: Me a zo mab da'z servijer Jese eus Betlehem.
Holl ac'hanoc'h hoc'h eus iriennet em enep, ha den ac'hanoc'h n'en deus lavaret din en deus va mab graet emglev gant mab Jese, ha den ac'hanoc'h n'eo bet poaniet eus va stad ha n'en deus lavaret din en deus va mab savet va servijer em enep, evit stegnañ pechoù din evel ma ra hiziv.