La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 9:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Eñ a c’houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement-mañ gantañ? Abaoe e vugaleaj, a respontas.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Neuze Jesus a c’houlennaz digant he dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement‐man ganthan? An tad a lavaraz: Adaleg he vugaleach.

Ver Capítulo



Sant Marc 9:21
15 Referencias Cruzadas  

An den, ganet gant ar vaouez, a vev nebeud a amzer, hag en deus trubuilhoù e-leizh.


met an den a zo ganet evit ar boan, evel ar fulennoù evit nijal d'an nec'h.


rak anavezout a ran va disentidigezh, ha va fec'hed a zo dirazon dalc'hmat.


Bez’ e oa ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa.


E zegas a rejont dezhañ. Raktal m’en gwelas, ar spered a zifretas anezhañ gant nerzh, hag e kouezhas d’an douar o ruilhal hag oc’h eoniñ.


Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac’hanomp, az pez truez ouzhimp.


Daoust ha ne oa ket dereat d’an deiz sabad distagañ eus he chadenn ar verc’h-mañ da Abraham, a oa dalc’het ereet gant Satan abaoe triwec’h bloaz?


Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac’haet gant hini ebet,


Evel ma oa o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c’hanedigezh.


E Listra e oa un den azezet, mac’hagn eus e zaoudroad, a oa kamm adalek kof e vamm ha n’en doa biskoazh kerzhet.


Bez’ eo oa un den kamm adalek e c’hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ.


Rak an den a oa bet yac’haet dre ar mirakl-se a oa ouzhpenn daou-ugent vloaz.


Kavout a reas eno un den anvet Ene, gourvezet war ur gwele eizh vloaz zo hag a oa seizet.