Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Neuze Jesus a c’houlennaz digant he dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement‐man ganthan? An tad a lavaraz: Adaleg he vugaleach.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Eñ a c’houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement-mañ gantañ? Abaoe e vugaleaj, a respontas.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:21
15 Referencias Cruzadas  

Neuze eur vaouez, hag a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz,


Int eta hen digassaz dezhan; ha kerkent ha ma velaz Jesus, ar spered a zifretaz anezhan gant nerz, hag e kwezaz d’an douar, hag en em rullie oc’h eonenni.


Hag alies hen deuz ar spered‐se taolet anezhan en tan hag en dour, evit hen lakaad da berissa mes mar gellez eun dra‐benag, sicour ac’hanomp ha kemer truez ouzomp.


Daoust ha ne oa ket deread ive, deiz ar sabbat, delivra euz he chaden ar verc’h‐man da Abraham, pehini a oa dalc’het stag gant Satan, abaoe triouec’h vloaz?


Neuze eur vreg, pehini a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, hag he doa dispiniet he holl vadou gant medeusinet, hep gallout beza pareet gant hini e‐bed,


Evel ma oa Jesus o tremen, e velaz eun den hag a oa dall abaoe he c’hinivelez.


Hogen e Listra e oa eun den azezet, mac’hagnet en he dreid; kam e oa adaleg ma oa ganet, ha n’hen doa biskoas baleet.


Ha bez’ e oa eun den kam abaoe ma oa ganet, hag a vije digasset, ha lakeat bemdez e‐tal dor an templ, galvet an nor Gaer, da c’houlen an aluzen digant ar re a antree en templ.


Rag an den a oa bet pareet dre ar miracl‐ze, hen doa tremen daou‐ugent vloaz.


Hag e kavaz eno eun den, hanvet Eneas, gourvezet var eur gouele eiz vloaz a oa, ha klanv gant ar paralizi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos