Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
Sant Marc 9:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a reaz ive dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, bez’ ez euz hinienou aman prezant, ha na varvint ket ken ho devezo gwelet rouantelez Doue o tond gant galloud. |
Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.
Pa zeuio Mab an den en e c’hloar, gant an holl aeled santel, ec’h azezo war dron e c’hloar.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c’hoarvezet an holl draoù-se.
Disklêriet e oa bet dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel na varvje ket a-raok m’en dije gwelet Krist an Aotrou.
rak, me a lavar deoc’h, n’evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet rouantelezh Doue.
evit ma tebrot ha ma’c’h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez’ e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet rouantelezh Doue.
Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n’en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?
Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.