Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 22:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 rak, me a lavar deoc’h, n’evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet rouantelezh Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Rag me a lavar deoc’h, ne evin mui euz a frouez ar winien, ken a vezo deuet rouantelez Doue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 22:18
22 Referencias Cruzadas  

hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den.


Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!


AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.


Ar re holl hag o deus sec'hed, ra zeuint d'an doureier! C'hwi zoken hep arc'hant, deuit, prenit ha debrit! Deuit, prenit hep arc'hant gwin ha laezh, hep paeañ!


En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,


AOTROU an armeoù a vo o diwaller, lonkañ ha mac'hañ a raint ar vein-batalm. Hag evañ a raint oc'h ober trouz evel everien-win, leun e vint evel listri-aberzh, evel kerniel an aoter.


Pegen bras e vo o c'haerder hag o sked! Ar gwinizh a raio d'an dud yaouank kreskiñ, hag ar gwin nevez d'ar plac'hed yaouank.


Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.


Me a lavar deoc’h, n’evin mui hiviziken eus ar frouezh-se eus ar winienn betek an deiz ma’c’h evin anezhañ nevez ganeoc’h e rouantelezh va Zad.


Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho hag ec’h evjont holl dioutañ.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, n’evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz ma’c’h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.


Ggwin mesket gant mir a rojont dezhañ da evañ, met ne evas ket anezhañ.


Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.


Evel-se ivez, pa welot kement-se o c’hoarvezout, gouezit emañ tost rouantelezh Doue.


rak me a lavar deoc’h, ne zebrin ken anezhañ betek ma vo graet e rouantelezh Doue.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet rouantelezh Doue.


Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,


Met ar winienn a lavaras dezho: Hag e tilezfen va gwin mat, a laouena Doue hag an dud, evit mont da fiñval a-us d'ar gwez?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos