Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 22:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Hag o vezañ kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc’h,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Hag o veza kemeret ar c’halir ha rentet grasou, e lavaraz: Kemerit anezhan, hag hen distribuit etrezoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 22:17
15 Referencias Cruzadas  

Kemer a rin hanaf an dieubidigezh, hag e pedin anv an AOTROU.


Sevel a rez un daol dirazon, a-dal d'ar re am zrubuilh. Oleviñ a rez va fenn, va hanaf a zo leuniet.


Ne vo ket torret ar bara er c'hañv evit frealziñ unan bennak diwar-benn un den marv, ne vo ket kinniget hanaf ar frealz evit o zad pe evit o mamm.


Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.


e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.


Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas d’an diskibien o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf.


Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf.


Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Hemañ eo va c’horf hag a zo roet evidoc’h, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon.


Eñ a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neñv, o bennigas, o zorras hag o roas d’an diskibien, evit m’o rojent d’ar bobl.


An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d’an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d’an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d’an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d’an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue.


An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?


Rak resevet em eus digant an Aotrou ar pezh am eus ivez kelennet deoc’h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma oa droukroet, a gemeras bara


Pa ez po debret hag ez po da walc'h, e vennigi an AOTROU da Zoue abalamour d'ar vro vat en devo roet dit.


Pa viot aet e-barzh kêr, e kavot anezhañ a-raok ma pigno d'an uhellec'h evit debriñ, rak ar bobl ne zebro ket ken na vo deuet, ha ken n'en devo benniget an aberzh. Goude-se ar re a zo pedet a zebro dioutañ. Pignit eta, hag e gavout a reot bremañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos