Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren, o lavarout: Aotrou, az pez truez ouzhit! Kement-se ne c’hoarvezo ket ganit.
Sant Marc 8:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavare ar c’homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Komz a rea freaz var an traou‐ze. Neuze Per, o kemer anezhan a‐gostez, a gommansaz d’hen repren. |
Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren, o lavarout: Aotrou, az pez truez ouzhit! Kement-se ne c’hoarvezo ket ganit.
Hag eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg. Duhuniñ a rejont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez ket van ebet ouzh hor gwelout o vont da goll?
Marta a oa prederiet gant al labour en ti; dont a reas hag e lavaras: Aotrou, ha n’evezhiez ket penaos va c’hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar eta dezhi dont da’m sikour.
ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc’hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar C’hrist, lavar deomp splann.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc’h e parabolennoù hag e komzin deoc’h sklaer diwar-benn an Tad.
An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet.
Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.