Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 8:32 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

32 Komz a rea freaz var an traou‐ze. Neuze Per, o kemer anezhan a‐gostez, a gommansaz d’hen repren.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Hag e lavare ar c’homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 8:32
9 Referencias Cruzadas  

Neuze Per, o veza kemeret anezhan a‐gostez, a gommansaz he repren, en eur lavaret: Doue ra viro, Aotrou! an dra‐ze na c’hoarvezo ket ganez.


Mes hen a oa e pen adre ar vag, kousket var eur pluec; dihuna a rejont anezhan, hag e leverjont dezhan: Mestr, ne rez van e‐bed eta, vid hon gwelet o vond da goll?


Mes Martha a oa occupet gant al labour en ti. O veza deuet da gavout Jesus, hou‐man a lavaraz dezhan: Aotrou, ha na velez‐te ket e lez va c’hoar ac’hanoun da zervicha va‐unan? Lavar eta dezhi dond d’am zicour.


ar Judevien en em zastumaz en dro dezhan, hag a lavaraz dezhan: Pegeit e talc’hi‐te hor spered en douetans? Mar d’oud ar C’hrist hen lavar freaz deomp.


Neuze Jesus a lavaraz dezhe freaz: Lazar a zo maro.


Dre barabolennou em euz lavaret deoc’h an traou‐man; mes dond a ra an amzer ma ne gomzin mui ouzoc’h dre barabolennou, mes ma komzin deoc’h sclear divarben an Tad.


He ziskibien a lavaraz dezhan: Setu, breman e komzez sclear, ha na leverez mui a barabolennou.


Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos