Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 8:33 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 Mes Jesus, o veza distroet hag o sellet ouz he ziskibien, a reprenaz Per, en eur lavaret dezhan: Tec’h kuit diouzin, Satan; rag da zonjezonou n’emaint ket en traou hag a zell ouz Doue, mes er re a zell ouz an dud.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Met eñ, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c’hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 8:33
24 Referencias Cruzadas  

Mes hen na respontaz ger e‐bed dezhi. Hag he ziskibien a dostaaz, hag a bedaz anezhan, en eur lavaret: Kas anezhi kuit, rag crial a ra var hon learc’h.


Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber: Tec’h kuit, Satan! eur scandal oud evidoun; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.


Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tec’h kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi.


Neuze en eur zellet ouz ar re a oa azezet en dro dezhan, e lavaraz: Setu aman va mam ha va breudeur.


Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en‐dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou, e lavaraz d’an den‐ze: Astenn da zorn. Hag hen a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile.


An Aotrou, o veza distroet, a reaz eur zell ouz Per; ha Per a deuaz da zonj dezhan euz a gomz an Aotrou, ha penaos hen doa lavaret dezhan: Abarz ma hen devezo kanet ar c’hilloc, e pezo nac’het ac’hanoun teir gwech.


Mes Jesus a respontaz dezhan: Tec’h kuit diouzin, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hep‐ken a zervichi.


Mes Jesus, o tistrei outhe, a reprenaz anezhe, hag a lavaraz: Na ouzoc’h ket gant pe seurt spered ez oc’h animet:


eur seurt den‐ze da veza livret da Satan, ma vezo distrujet ar c’hig, ha ma vezo salvet ar spered e dervez an Aotrou Jesus.


ar fin euz ar re‐ze a vezo ar gollidigez; ober a reont ho Doue euz ho c’hov, lakaad a reont ho gloar er pez a ra ho dizhenor, ho c’halon a zo stag ouz traou an douar.


Repren, dirag an holl, ar re a bec’h, evit m’ho devezo ar re all aoun ive.


An desteni‐ze a zo gwirion. Abalamour da ze, repren anezhe rust, evit ma teuint da veza iac’h er feiz,


Pa hen deuz eta ar C’hrist gouzanvet evidomp‐ni er c’hig, c’houi ive en em armit euz ar sonj‐man, penaos an hini hen deuz gouzanvet er c’hig, hen deuz paouezet da bec’hi;


Na garit ket ar bed, nag an traou a zo er bed. Mar d’euz unan‐benag hag a gar ar bed, karantez an Tad n’ema ket enhan;


ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou‐lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe; az pez zel eta, ha distro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos