Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 8:34 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Hag, o veza galvet ar bobl gant he ziskibien, e lavaraz dezhe: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz, ha ra heullio ac’hanoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 O c’hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 8:34
43 Referencias Cruzadas  

hag an neb na gemer ket ke groaz, ha n’am heul ket, n’eo ket dign ac’hanoun.


Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeuio da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz, ha ra heulio ac’hanoun.


Pa oent o tond er meaz, e kavjont eun den euz a Ziren, hanvet Simon, hag e rejont dezhan dougen croaz Jesus.


Ha Jesus, o sellet outhan, hen karaz hag a lavaraz dezhan: Mankoud a ra d’id eun dra: Kea, gwerz kement ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien, hag ez pezo eun tenzor en env; neuze deuz, doug da groaz hag heul ac’hanoun.


Neuze, o veza galvet an holl bobl, e lavaraz dezhe: Selaouit holl ac’hanoun, ha comprenit an dra‐man:


Hag hen a lavaraz dezhe: Lakit hoc’h holl boan da antren dre an nor striz; rag me eo hen lavar deoc’h, kalz a glasko mond ebarz, heb gallout dond a‐ben.


Evel‐se eta piou‐benag en ho touez ha na zilez ket kement hen deuz, na hell ket beza diskibl d’in.


Jesus, o klevet kement‐se, a lavaraz dezhan: Mankoud a ra d’id eun dra c’hoas; gwerz kement ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien, hag e pezo eun tenzor en env; ha neuze deuz, hag heuil ac’hanoun.


Hag, o veza ma oa ar bobl holl o selaou, e lavaraz d’he ziskibien:


Hogen, lavaret a rea d’an holl: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz bemdez, ha ra heullio ac’hanoun.


Va denved a glev va mouez, ha me a anavez anezhe, hag int a heul ac’hanoun.


Ha Jesus, o tougen he groaz, a zeuaz d’al leac’h a zo galvet leac’h ar Pen‐maro, hag a zo galvet en hebrach Golgotha;


o krenvaad eneou an diskibien, hag en eur exhorti anezhe da genderc’hel er feiz, hag o tiskouez dezhe ez eo dre galz a drubuliou ez eo red deomp antren en rouantelez Doue.


o c’houzoud an dra‐man, penaos hon den koz a zo bet crucifiet assambles ganthan, evit ma vezo distrujet corf ar pec’hed, hag evit na vezimp mui servicherien ar pec’hed.


Ha mar d’omp bugale, ez omp ive heritourien; heritourien da Zoue, ha kenheritourien gant ar C’hrist; gant ma teuimp da c’houzanv koulskoude assambles ganthan, evit ma vezimp ive glorifiet assambles ganthan.


Bemdez e varvan; hen assuri a ran deoc’h dre al leac’h em euz d’en em c’hlorifia ac’hanoc’h en Jesus‐Christ hon Aotrou.


Rag‐se, mar deu ar pez a zebran da rei gwall exempl d’am breur, na zebrin mui a gig, gant aoun ne lakfen va breur da gweza er pec’hed.


Rag, petra‐benag ma’z oun libr e‐kenver an holl, ez oun en em rentet servicher an holl, evit gallout gounid muio’ch a dud.


Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he‐unan evidoun.


Hogen, ar re a zo d’ar C’hrist ho deuz crucifiet ar c’hig gant he wall‐viçou hag he wallioulou.


Evidoun‐me, gras ma na c’hoarvezo biken ganen d’en em c’hlorifia, nemed e croaz hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini ez eo crucifiet ar bed evidoun, ha me ive d’ar bed.


evit ma c’hallin anaoud ar C’hrist, hag anaoud ar vertuz euz he resurrection, ha kaoud lod en he zouffransou, o tond da veza henvel outhan en he varo;


Mes an traou‐ze holl, pere a oa eur gounid evidoun, em euz ho c’honsideret evel eur c’holl, abalamour d’ar C’hrist.


En em rejouissa a ran breman em souffransou evidoc’h, hag e peur‐achuan da zouffr em c’hig ar rest euz a boaniou Jesus‐Christ evit he gorf, pehini eo an Iliz,


Lakit eta da vervel en hoc’h izili kement a zo euz an douar, al lubricite, an impurete, ar gwall‐ioulou, an deziriou fall, hag an avaristed, pehini a zo eun idolatriach;


Koulskoude e klevomp lavaret penaos ez euz hinienou en ho touez hag a vev en dizurz; ne labouront ket, ha koll a reont ho amzer en traou didalvoudus.


ha diski a ra deomp e tleomp dilezel an impiete ha dezirou ar bed, ha beva, er vuez‐man, en demperans er justis, hag er biete;


Deomp eta er meaz euz a leur‐gear, evit mond d’he gaoud, o tougen he zismegans.


Pa hen deuz eta ar C’hrist gouzanvet evidomp‐ni er c’hig, c’houi ive en em armit euz ar sonj‐man, penaos an hini hen deuz gouzanvet er c’hig, hen deuz paouezet da bec’hi;


Mes en em rejouissit, o veza ma hoc’h euz lod e souffransou ar C’hrist, evit ma viot ive karget a joa, pa vezo diskouezet he c’hloar.


o c’houzout penaos, hep‐dale e tilezin an danten‐man, hervez ma hen deuz hon Aotrou Jesus‐Christ roet d’in da anaoud.


Ni hon euz anavezet ar garantez, dre ma hen deuz‐Hen roet he vuez evidomp; ha ni a dle ive rei hor buez evit hor breudeur.


N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos