Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 8:35 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

35 Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo; mes piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in ha d’an Aviel, hennes a zaveteo anezhi.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c’hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d’an Aviel he saveteo.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 8:35
27 Referencias Cruzadas  

Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl, abalamour d’am hano; mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.


An neb hen devezo miret he vuez, he c’hollo; mes an neb hen devezo kollet he vuez abalamour d’in, a gavo anezhi.


Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo; ha piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in, he c’havo;


Ha kement hini hen devezo dilezet ties, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe greg, pe bugale, pe douarou, abalamour d’am hano, a recevo kant gwech kemend all, hag ec’h herito euz ar vuez eternel.


Rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teufe da goll he ene?


Piou‐benag a glasko savetei he vuez, he c’hollo; ha piou‐benag a gollo anezhi, he c’havo.


Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez he c’hollo; mes piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in, hennes a zaveteo anezhi.


Mes n’en em lakan en poan euz a netra, ha va buez n’co ket precius d’in, gant ma peur‐achuin gant joa va redaden hag ar garg em euz bet digant an Aotrou Jesus, da annons ar c’helou mad euz ar c’hras a Zoue.


Mes Paol a respontaz: Petra a rit‐hu o wela hag oc’h ober d’in rann‐galon? Rag me a zo prest, n’e ket hep‐ken da veza liammet, mes ive da vervel en Jerusalem evit hano an Aotrou Jesus.


ha me a ziskouezo dezhan pegement e rank souffr evit va hano.


Ha kement‐se holl a ran abalamour d’an Aviel, evit ma c’hellin kaoud lod enhan.


Evit se eo en em blijan em infirmiteou, en dismegansou, en ezomou, er persecutionou, en enkreziou abalamour d’ar C’hrist; rag pa vezan dinerz, neuze eo e vezan krenv.


Dre‐ze, diwall da gaoud mêz euz a desteni hon Aotrou, nag ac’hanoun‐me, he brizonier; mes gouzanv assambles ganen evit an Aviel, dre ar galloud a Zoue,


Gragez ho deuz adkavet ho zud varo dre ar resurrection; ha re all a zo bet merzeriet, pa ne felle ket dezhe beza delivret, evit gallout kaoud eur resurrection gwelloc’h;


Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro.


N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.


Ha me a lavaraz dezhan: Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in: Ar re‐ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos