Sant Marc 7:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kerkent e zivskouarn a voe digoret, e deod a voe dizereet hag e komzas hep poan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha rag‐tal he ziou‐skouarn a oe digoret, he deod a oe di‐liammet, hag e komze freaz. |
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n’hon eus gwelet kemend-all.
O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor!
Difenn a reas outo na lavarjent kement-se da zen, met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ.