Sant Marc 7:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met hi a respontas dezhañ: Gwir eo Aotrou, koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hi a respontaz hag a lavaraz: Gwir eo, Aotrou; koulskoude ar chass bihan a zebr, dindan an daol, bruzunenou ar vugale. |
Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.
Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.
evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.
Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc’h, rak n’eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d’ar chas bihan.
Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d’ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet er-maez eus da verc’h.
N’eus diforc’h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c’halv anezhañ.
Doue, ha bez’ eo hepken Doue ar Yuzevien? Ha n’eo ket ivez hini ar baganed? Ya, bez’ eo ivez hini ar baganed,
Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist