Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 15:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Mes hi a lavaraz: Gwir eo, Aotrou! koulskoude ar chass bihan a zebr ar bruzun a gwez divar daol ho mistri.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

27 Mæs hi e laras: Neoah er châs bihan e zaibre er creu e gouhe ag en daul hou eutruieu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 15:27
24 Referencias Cruzadas  

Re vihan on evit an holl vadelezhioù hag an holl fealded ac'h eus diskouezet e-keñver da servijer, rak treuzet em eus ar Jordan-mañ gant va bazh ha bremañ e ran div vandenn.


evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegañs, ne zigori ken da c'henoù pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.


Va Doue, ro da skouarn ha selaou, digor da zaoulagad ha sell ouzh hor glac'har hag ouzh ar gêr ma'z eo galvet da anv warni. Rak n'eo ket abalamour d'hor reizhder e kinnigomp hor goulennoù dirak da zremm, met abalamour da'z trugarezioù bras.


Respont a reas: N’eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d’ar chas bihan.


Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.


evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.


Ar c’hantener a respontas: Aotrou, n’on ket dellezek e teufes dindan va zoenn, met lavar ur ger hepken ha va mevel a vo yac’haet.


Met hi a respontas dezhañ: Gwir eo Aotrou, koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.


c’hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik. Hogen ar chas zoken a zeue da lipat e c’houlioù.


Ar publikan, oc’h en em zerc’hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d’an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec’her!


N’eus diforc’h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c’halv anezhañ.


Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.


Doue, ha bez’ eo hepken Doue ar Yuzevien? Ha n’eo ket ivez hini ar baganed? Ya, bez’ eo ivez hini ar baganed,


N’eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma’z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c’hounezi da abeg pa vi barnet.


hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos