La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 7:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Rak ur wreg, a oa trec’het he merc’h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d’e dreid.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Rag eur vreg, hag a oa dalc’het he merc’h gant eur spered impur, o veza klevet komz anezhan, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid.

Ver Capítulo



Sant Marc 7:25
10 Referencias Cruzadas  

Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc’h a zo gwall boaniet gant un diaoul.


Un den lovr a zeuas d’e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c’hellez va glanaat.


Ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c’houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas, en em daolas d’e dreid hag a lavaras dezhañ an holl wirionez.


O vont ac’hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon. O vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c’hellas ket chom kuzhet.


Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl. E bediñ a reas da gas an diaoul kuit eus he merc’h.


En em daolas ouzh e dreid, e c’henoù d’an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan.