An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
Sant Marc 7:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezh, ar gastaouerezh, ar muntroù, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag a ziabarz, da lavaret eo, euz a galon an dud, eo e teu ar zonjezonou fall, an avoultriachou, al libertinach, |
An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.
Penaos e vefe reizh an den dirak Doue? Penaos e vefe glan an hini a zo bet ganet eus ur vaouez?
D'ar mestr-kaner; salm David. An diskiant en deus lavaret en e galon: N'eus Doue ebet! Breinet int, traoù euzhus o deus graet, n'eus den a rafe ar mad.
An holl a zo dianket, deuet int da vezañ diroll holl asambles, n'eus den a rafe ar mad, n'eus ket unan zoken.
Doue, eus lein an neñvoù, a daol e selloù war vibien an dud, evit gwelout hag-eñ ez eus unan bennak skiantek o klask Doue.
pec'hiñ ha gaouiadiñ a-enep an AOTROU, distreiñ diouzh hon Doue, komz diwar-benn gwask ha dispac'h, koñseviñ ha distagañ er galon komzoù gaouiat.
O zreid a red etrezek an droug, hastañ a reont skuilhañ ar gwad didamall, o soñjoù a zo soñjoù a zireizhder, emañ ar gwastoù hag an distruj war o gwenodennoù.
ha dre ma hoc'h eus graet gwashoc'h eget ho tadoù. Rak setu, pep hini a gerzh hervez kaleter e galon fall, evit chom hep va selaou.
Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz-se, soñjoù a savo ez kalon, hag ez po divizoù fall.
Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc’h eus soñjoù fall en ho kalonoù?
al laeroñsioù, ar c’hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
Hag e lavaras dezho: Evidoc’h-c’hwi, a fell deoc’h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.
Ma’z pije miret anezhañ, daoust ha ne oa ket dit? Hag o vezañ e werzhet, ha ne oa ket e briz en da c’halloud? Penaos eta ec’h eus lakaet ar soñj-se en da galon? N’eo ket d’an dud ec’h eus lavaret gaou, met da Zoue eo.
Az pez eta keuz eus da fallentez ha goulenn digant Doue ma vo pardonet dit soñj da galon, mar d-eo posupl,
Rak pa oamp er c’hig, c’hoantegezhioù ar pec’hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d’ar marv.
Met ar pec’hed, o kemer an tu eus ar gourc’hemenn, en deus lakaet ennon pep seurt droukc’hoantoù. Rak hep al lezenn, ar pec’hed a zo marv.
Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
daoust ha ne rit ket van eus diavaezioù an dud e-touez ac’hanoc’h ha n’och ket deuet da vezañ barnerien gant soñjezonoù fall?