Hast en em saveteiñ enni, rak ne c'hellan ober netra betek ma vi aet enni. Setu perak e voe anvet ar gêr-se Zoar.
Sant Marc 6:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne c’hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac’haas un nebeud tud klañv en ur lakaat e zaouarn warno. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha na hellaz ober eno burzud e bed, nemed ma iac’heaz eun niver bihan a dud klanv, en eur lakaad he zaouarn varnezhe. |
Hast en em saveteiñ enni, rak ne c'hellan ober netra betek ma vi aet enni. Setu perak e voe anvet ar gêr-se Zoar.
Pa welas an den ne c'helle ket en trec'hiñ, e skoas war bleg e vorzhed, ha pleg morzhed Jakob a voe dilec'hiet e-pad ma c'hourenas gantañ.
hag a bedas start anezhañ, o lavarout: Va merc’h vihan a zo prest da vervel, deus da lakaat da zaouarn warni evit ma vo yac’haet, hag e vevo.
Setu ma oa tad Publiuz en e wele, klañv gant an derzhienn ha gant ar red-kof. Paol a antreas d’e gavout, a bedas, a lakaas e zaouarn warnañ hag a yac’haas anezhañ.
Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.