Neuze e lavaras: Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojañ e ti ho servijer, tremenit an noz ennañ, gwalc'hit ho treid, warc'hoazh ar beure e savot hag e kendalc'hot hoc'h hent. Ar re-mañ a lavarjont: Nann, ni a dremeno an noz er straed.
Sant Marc 6:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelout a reas o doa kalz a boan o roeñvat rak an avel a oa en o enep. War-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz, e teuas d’o c’havout o kerzhout war ar mor, ha c’hoant en doa d’o diaraogiñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e velaz penaos ho doa kalz a boan o roenvia, dre ma oa an avel control dezhe; ha var‐dro ar bederved beilladen euz an noz, e teuaz etrezeg enhe, o vale var ar mor, ha c’hoant hen doa da veza araog dezhe. |
Neuze e lavaras: Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojañ e ti ho servijer, tremenit an noz ennañ, gwalc'hit ho treid, warc'hoazh ar beure e savot hag e kendalc'hot hoc'h hent. Ar re-mañ a lavarjont: Nann, ni a dremeno an noz er straed.
Lavarout a reas: Lez ac'hanon da vont, rak gouloù deiz a zo deuet. Hag eñ a lavaras: Ne lezin ket ac'hanout da vont ken na'z po va benniget.
sevel a ra e chomlec'h uhel war an doureier, eus ar goabrenn e ra e garr, emañ o pourmen war eskell an avel,
An AOTROU a zo galloudus el lec'hioù uhel, muioc'h eget mouezh an doureier bras, eget tarzhioù galloudus ar mor.
Met c'hoarvezout a reas, da veilhadenn ar mintin, penaos an AOTROU er golonenn a dan hag a goabrenn a sellas ouzh kamp an Ejipsianed hag a lakaas an dizurzh.
Te a zo glac'haret, pilet gant ar barr-amzer, hep frealz, ha setu ez an da sterniañ da vein gant antimoan ha da ziazezañ ac'hanout war safir,
Ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar gwagennoù, rak an avel a oa en o enep.
Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
Beilhit eta, rak n’ouzoc’h ket pegoulz e teuio mestr an ti, d’an abardaez, da hanternoz, da gan ar c’hilhog pe diouzh ar beure,
An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e-kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar.
Mar deu d’an eil pe d’an drede veilhadenn, ha mar o c’hav er stad-se, eürus ar servijerien-se!
ar re n’int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c’hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.
Hag antronoz, Saül a lakaas ar bobl e tri bagad, hag ez ejomp d'ar c'hamp da veilhadenn ar mintin, hag e skojont war an Ammoniz betek tommder an deiz. Ar re a chomas a voe stlabezet, ken na chomfe ket daou anezho a-gevret.