Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 6:48 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

48 Hag e velaz penaos ho doa kalz a boan o roenvia, dre ma oa an avel control dezhe; ha var‐dro ar bederved beilladen euz an noz, e teuaz etrezeg enhe, o vale var ar mor, ha c’hoant hen doa da veza araog dezhe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

48 Gwelout a reas o doa kalz a boan o roeñvat rak an avel a oa en o enep. War-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz, e teuas d’o c’havout o kerzhout war ar mor, ha c’hoant en doa d’o diaraogiñ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 6:48
16 Referencias Cruzadas  

Hogen ar vag a oa neuze e‐kreiz ar mor, gwall‐gasset gant an tarzou‐mor, rag an avel a oa a‐enep.


Hogen gouezit an dra‐man, penaos ma ouefe ar pen‐tiegez da be boent euz an noz e tle al laër dond, e veillfe ha na lezfe ket toulla he di.


Beillit eta, rag na ouzoc’h ket peur e teuio mestr an ti, pe d’an abardaez, pe da hanter‐noz, pe pa gano ar c’hilloc, pe deuz ar mintin;


Ha pa oe deuet an abardaez, ar vag a oa e‐kreiz ar mor, ha Jesus a oa he‐unan var an douar.


Mes int pa veljont anezhan o vale var ar mor, a gredaz penaos e oa eun teuz, hag e commansjont da grial.


Ha mar teu d’an eil veilliaden, pe mar teu d’an drede, ha mar kav anezhe er stad‐se, eürus ar zervicherien‐ze!


Evel‐se en em gavjont tost d’ar bourg da behini e oant o vond; mes Jesus a rea van da vond pelloc’h.


pere n’int ket ganet euz ar goad, nag euz a volontez ar c’hig, nag euz a volontez an den, mes euz a Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos