P’en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
Sant Marc 6:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned P’en doe o c’haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha goude m’hen doe ho c’hasset kuit ez eaz var ar menez da bedi. |
P’en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
Met pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Da veure, evel ma oa c’hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec’h a-du. Hag e pedas eno.
An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e-kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar.
Paol, goude bezañ c’hoazh chomet e Korint pell a-walc’h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc’het rak graet en doa ur gouestl.
hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidañ ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiñ a rin d’ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez.
ne’m eus ket bet va spered en diskuizh, abalamour ne’m boa ket kavet va breur Tit. O vezañ kimiadet diouto, on aet e Makedonia.
Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,