Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
Sant Marc 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa zeuas ar sabad, en em lakaas da gelenn er sinagogenn. Kalz eus ar re en kleve a voe souezhet hag a lavaras: A-belec’h e teu an traoù-se d’an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oe deuet deiz ar sabbat, e commansaz da gelen er sinagog; ha kalz, o klevet anezhan, a oe souezet meurbed, hag e lavarent: A be leac’h e teu an holl draou‐ze d’an den‐man? Petra eo ar furnez‐ze a zo bet roet dezhan, hag a be leac’h e c’hoarvez ma veler burzudou ker braz great dre he zaouarn? |
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
P’en doe Jezuz peurlavaret ar c’homzoù-mañ, ar bobl a voe souezhet gant e gelennadurezh,
O vont ac’hano, e teuas e kostezioù Judea en tu all d’ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c’hiz, en em lakaas d’o c’helenn a-nevez.
Hag e lavarent: N’eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?
Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec’h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n’en deus ket o desket?