Al leoned yaouank a anavez kernez ha naonegezh, met ar re a glask an AOTROU n'o devo ezhomm ebet.
Sant Marc 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Selaouit: Eun hader a ieaz er meaz evit hada; |
Al leoned yaouank a anavez kernez ha naonegezh, met ar re a glask an AOTROU n'o devo ezhomm ebet.
Merc'hed rouaned a zo e-touez da itronezed a enor. Emañ ar rouanez a-zehou dit, gwisket gant aour Ofir.
Had da c'hreun adalek ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskuizhañ da noz, rak n'ouzout ket petra a zeuio da vat, hemañ pe hennezh, pe hag-eñ e vo an daou ivez mat.
Selaouit ouzhin, ti Jakob, ha c'hwi holl nemorant ti Israel; en em vec'hiet on ac'hanoc'h adalek ar c'hof, ho touget em eus abaoe ar mammog.
Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.
Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ.
Deskiñ a reas dezho kalz a draoù dre barabolennoù hag e lavaras dezho en e gelennadurezh:
Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neñv a zeuas hag he debras holl.
Met Pêr en em ziskouezas gant an unnek, a savas e vouezh hag a lavaras dezho: Tud Yuzevien ha c’hwi holl a chom e Jeruzalem, gouezit kement-mañ ha selaouit gant evezh va gerioù.
Bremañ Israel, selaou ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a gelennan deoc'h evit ober diouto, evit ma vevot ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue ho tadoù.
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. An hini a drec’ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.