Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neñv a zeuas hag he debras holl.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 ha pa oa oc’h hada, e c’hoarvezaz da zarn euz an had kweza a‐hed an hent, hag al lapoused a zeuaz hag hen debraz holl;

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 4:4
8 Referencias Cruzadas  

An evned-preizh a zeuas war al loened marv, hag Abram o c'hasas kuit.


Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.


Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.


Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma’z eo hadet ar ger ennañ, met kerkent m’o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c’halonoù.


Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ


Ul lodenn all a gouezhas war ul lec’h meinek e-lec’h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar,


Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou, met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c’halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet.


Un hader a yeas er-maez da hadañ e had. Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac’het ha laboused an neñv he debras holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos