Had da c'hreun adalek ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskuizhañ da noz, rak n'ouzout ket petra a zeuio da vat, hemañ pe hennezh, pe hag-eñ e vo an daou ivez mat.
Met Pêr en em ziskouezas gant an unnek, a savas e vouezh hag a lavaras dezho: Tud Yuzevien ha c’hwi holl a chom e Jeruzalem, gouezit kement-mañ ha selaouit gant evezh va gerioù.
Bremañ Israel, selaou ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a gelennan deoc'h evit ober diouto, evit ma vevot ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue ho tadoù.
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.