Mes Per, ouz en em brezanti gant an unnec, a zavaz he vouez, hag a lavaraz dezhe: Tud Judevien, ha c’houi holl pere a zo o choum en Jerusalem, anavezit kement‐man, ha selaouit gant evez va c’homzou:
Selaouit, va breudeur muia‐karet; ha n’hen deuz ket Doue choazet ar beorien euz ar bed‐man da veza pinvidic er feiz hag heritourien euz ar rouantelez hen deuz prometet d’ar re a gar anezhan?
Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezhan da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e‐kreiz barados Doue.