La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 14:54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Per a heuliaz anezhan a‐ziabell bete porz ar beleg braz. Hag e oa eno azezet assambles gant an domestiket, hag o tomma e‐kichen an tan.

Ver Capítulo



Sant Marc 14:54
15 Referencias Cruzadas  

Kerkent ha m'en doe Elia he c'hlevet, e pakas e zremm en e vantell hag ez eas er-maez d'en em zerc'hel e digor ar c'hev. Ha setu, ur vouezh a zeuas dezhañ en ur lavarout: Petra a rez amañ, Elia?


Eno ez eas en ur c'hev, hag e tremenas an noz eno. Ha setu, komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ evel-henn: Petra a rez amañ, Elia?


Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,


Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ aet e-barzh, ec’h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec’h echufe kement-se.


Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh.


Pêr a oa e traoñ ar porzh hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur.


Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.


Neuze e krogjont ennañ, e kasjont anezhañ hag e lakajont anezhañ da vont e-barzh ti ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.


Ar servijerien hag ar serjanted a oa eno, o vezañ graet tan abalamour ma oa yen, a domme. Pêr a oa ganto hag a domme.


Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n’out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac’has hag a lavaras: N’on ket.


Hebreed 'zo hag a dremenas ar Jordan evit mont da vro Gad ha Galaad. Koulskoude Saül a oa c'hoazh e Gilgal, hag an holl bobl a yae war e lerc'h a oa o krenañ.