Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 19:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Kerkent ha m'en doe Elia he c'hlevet, e pakas e zremm en e vantell hag ez eas er-maez d'en em zerc'hel e digor ar c'hev. Ha setu, ur vouezh a zeuas dezhañ en ur lavarout: Petra a rez amañ, Elia?

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 19:13
11 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Agar matezh Sarai, a-belec'h e teuez ha da belec'h emaout o vont? Respont a reas: Tec'hout a ran a-zirak Sarai va mestrez.


Akab a bignas evit debriñ hag evañ. Met Elia a bignas war-lein Menez Karmel, hag o plegañ d'an douar, e lakaas e zremm etre e zaoulin,


Eno ez eas en ur c'hev, hag e tremenas an noz eno. Ha setu, komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ evel-henn: Petra a rez amañ, Elia?


Neuze Elia a gemeras e vantell hag a rollas anezhi, hag e skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag e tremenjont o-daou war ar sec'h.


Hag e tennin va dorn kuit, hag em gweli a-dreñv, met va dremm ne weli ket.


Serafined en em zalc'he a-us dezhañ, pep hini anezho en doa c'hwec'h askell: gant div e c'holoent o dremm, gant div e c'holoent o zreid, gant div e nijent.


Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.


Ha Jonaz a yeas er-maez eus kêr, hag ec'h azezas er sav-heol da gêr. Sevel a reas eno ul lochenn hag en em zalc'has en he skeud, betek ma welje ar pezh a c'hoarvezje gant kêr.


meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c’hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec’hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos