Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 19:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 19:14
15 Referencias Cruzadas  

Elia a lavaras d'ar bobl: Chomet on-me va-unan evel profed an AOTROU, ha profeded Baal a zo pevar c'hant hanter-kant den.


Elia a lavaras d'an holl bobl: Tostait ouzhin. Hag an holl bobl a dostaas outañ, hag e kempennas aoter an AOTROU a oa bet diskaret.


O c'halon ne oa ket eeun en e geñver, ne oant ket feal d'e emglev.


A! Broad pec'herez, pobl bec'hiet a zireizhder, gouenn drouk, mibien aet brein! Dilezet o deus an AOTROU, disprizet o deus Sant Israel, en em zistroet int war-dreñv.


Abalamour da Sion ne davin ket, abalamour da Jeruzalem ne chomin ket peoc'h, betek ma en em ziskouezo e reizhder evel tarzh-an-deiz, hag e silvidigezh evel ul lamp enaouet.


Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU o Doue, ha dre m'o deus stouet dirak doueoù all ha servijet anezho.


Listri Kitim a zeuio a-enep dezhañ, hag e vo digalonekaet, hag e tistroio, hag e fuloro a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio, hag en em glevo gant ar re a zilez an emglev santel.


Anez, ra ouezi, o roue, ne servijimp ket da zoueoù, ha ne azeulimp ket an delwenn aour ac'h eus savet.


Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c'heñver.


Aotrou, lazhet o deus da brofeded, diskaret o deus da aoterioù, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va lazhañ.


Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU, Doue o zadoù, en doa graet ganto p'en deus tennet anezho eus bro Ejipt,


Dre ma renin anezho er vro am eus touet d'o zadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h hag e vint lart. Neuze en em zistroint war-zu doueoù all, hag e servijint anezho, hag e tisprizint ac'hanon, hag e torrint va emglev.


nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos