Elia a respontas o lavarout da ofiser an hanterkantad: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Hag an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.
Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neñvoù en ur gorventenn.
Ael an AOTROU en em ziskouezas dezhañ en ur flamm tan, e-kreiz ur vodenn. Sellout a reas ha, setu, edo ar vodenn o teviñ en tan, met ar vodenn ne veze ket kuzumet.
Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.