Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:58 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

58 Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ aet e-barzh, ec’h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec’h echufe kement-se.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

58 Ha Per a heuliaz anezhan a‐ziabell, bete lez ar beleg‐braz, hag, o veza eat ebarz, ec’h azezaz e‐touez ar zervicherien, evit gwelet ar fin.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

58 Pierre en hélias a ziabel bet porh er Bêlêg‐Bras, è péhani é yas abah hag e chouquas gued er mehuélion, eit guélèd péh tro e guemérehé en treu‐zé.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:58
10 Referencias Cruzadas  

Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,


En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma’z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe-eñ ac’hanout etre daouarn ar barner, ha na lakafe ac’hanout ar barner etre daouarn ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon.


Neuze e krogjont ennañ, e kasjont anezhañ hag e lakajont anezhañ da vont e-barzh ti ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.


Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n’out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac’has hag a lavaras: N’on ket.


Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc’h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.


Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ.


Ar serjanted a zistroas eta etrezek ar veleien vras hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n’hoc’h eus ket e zegaset?


Met pa zeuas ar serjanted, n’o c’havjont ket er prizon. Distreiñ a rejont hag e kemennjont kement-se,


Neuze ar c’habiten a yeas gant ar serjanted hag a zegasas anezho hep taerder, rak aon o doa da vezañ meinataet gant ar bobl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos